Mont d’an endalc’had

Emgann Antietam

Eus Wikipedia
emgann Antietam
emgann
Rann eusBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Maryland e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hWashington County Kemmañ
Daveennoù douaroniel39°28′24″N 77°44′41″W Kemmañ
Deiziad17 Gwe 1862 Kemmañ
Order of battleQ3355575, Antietam Confederate order of battle, Antietam Union order of battle Kemmañ
Map
Kartenn emgann Antietam

Emgann Antietam, anvet ivez Emgann Sharpsburg gant nerzhioù ar Su, hag implijet c'hoazh hiziv-an-deiz e su SUA, lesanvet The bloodiest day, a oa bet ar c'hentañ emgann bras e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika etre an Unaniezh en Norzh ha Stadoù Kengevreet Amerika war tachenn an Norzh.

An emgann a oa bet d'ar 17 a viz Gwengolo 1862, e-kichen Sharpsburg hag Antietam Creek, e kontelezh Washington (Stad ar Maryland) e Stadoù-Unanet Amerika. An emgann-se e-pad Kampagn Maryland a zo hiziv-an-deiz c'hoazh an hini gwadushañ en istor ar Stadoù-Unanet o welet tro 23 000 gouzañver (marvet, gloazet, prizoniet pe steuziet).

Fin an devezh e Bloody Lane, linenn difenn bennañ ar jeneral Lee. Da 1eur goude kreisteiz e oa ledet 5500 soudard eus an daou du lazhet pe gloazet

. En desped da vezañ bet tizhet gwasoc'h an Union Army, an emgann e oa bet ur c'hammdro war an tu mat evit an Unvaniezh.

Laret e vez un drederenn eus lu an unaniezh ne dennas ket ur bolod e-pad an emgann a-bezh:

«In making his battle against great odds to save the Republic, General McClellan had committed barely 50,000 infantry and artillerymen to the contest. A third of his army did not fire a shot. Even at that, his men repeatedly drove the Army of Northern Virginia to the brink of disaster, feats of valor entirely lost on a commander thinking of little beyond staving off his own defeat.. » — Stephen W. Sears, Landscape Turned Red"

Tro-dro emgann Antietam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

6 jeneral a zo bet lazhet pe gloazet marvus e-pad an emgann:

Lu an unaniezh

Lu Stadoù Kengevreet Amerika

The Battle of Antietam, gant Kurz & Allison (1878), o taolenniñ an emgann e Burnside's Bridge